[ Demat, hiziv 18-08-2017, 20:16 ][ Vous êtes le 247094ème visiteur ][Actuellement 1 visiteur connecté][ ]
[ ][ Site optimisé 800x600, Firefox & Internet Explorer ]
       
.:[ kinnig ]:.

Ar "Bagad Douarnenez", en e stumm a-vremañ a zo ar pevare bagad bet krouet e Douarnenez.

Er bloavezhioù 60, Per Denez ha Ronan Ar Bec a grou ur bagad e-touez al lise.
Ar bagad-se a cheñcho goude-se evit bezañ ar "Bagad Douarnenez" eus ar bloavezhioù 72-76, heñchet gant Padrig Molard, Padrig Sicard ha Dominig Molard. Ur bagad loc’hus eo, ha tizhout a raio buan-tre live ar c’hentañ rummad.

Er bloavezhioù 80-90, kêr Douarnenez a ziviz lakaat e-pleustr ur rann "sonerezh keltiek" er skol sonerezh. Ar "bagad Sonerien Is" pe bagad ar skol sonerezh a zo ganet, kaset en-dro gant Pierre Nayel ha Dominig Molard. Ar bagad skol-se a ginnigo d’ar re yaounk o tont eus Douarnenez, da gejañ gant tud brudet evel Jacques Higelin, pe d'ober kejadennoù sonerezh dic’hortoz ha pinvidikus, er “Francofolies” ar Rochel da skouer.

E 1996, n’eus ket a bagad Douarnenez ken. Koulskoude, kêr Douarnenez a aoz alies, a-dreuz meur a gevredadoù, manifestdegoù sonerezhel, sevenadurel ha lidel, hag a lak e talvout ar bagadoù. Ar bagadoù Brieg, Bleimor, Kemper ha Brest St Mark o deus bet alies tro da seniñ e Douarnenez, evit darvoudoù a bep seurt, evel gouelioù meur an "Arrivée d’airs chaud", pe gouelioù all o chom e memor an dud.

An Douarneneziz o deus atav kemeret perzh e sevenadur Breizh. Kement-se a zo bet diskouezhet gant raktresoù kaset a-benn evel "Gouel ar sinema" pe "ar c’hlasoù kentañ-derez divyezhek ha publik".

E miz Du 1996, un nebeut a militanted a ziviz krouiñ kevredad "Emglev Bro Douarnenez". Ar pal a oa lakaat buhez e-barzh sevenadur breizh war ar vro eus Douarnenez. E-touez an dud-se e vez kavet Pascal Boccou, Corentine Philippe, Monique Cariou, Erwan Moallic, Gildas Sergent, Jean-Pierre Fréour, Ronan Sicard, Caroline Trouin, Stefan Moal, Patrick Clermont ha lod-all… Meur a gevredad az aio gant "Emglev" ; Gouel ar Sinema, Korriged Is, Divyezh, ha kevredadoù o deus traoù da welet gant ar yezh, an dañs, ar sevenadur dindan an holl stummoù… An ezhomm da gaout ur bagad a vez santet er mare-se.

Gant ur skiant-prenet eus tost 30 vloaz e-kreiz ar bagadoù, o kemer perzh er bagad Douarnenez e 1974-75 hag evit pignadur dreistordinal ar bagad Cap Caval etre 93 ha 96, Ronan Sicard eo an hini a c’helle kas da benn ar raktres-se d’ar gwellañ.

Diouzhtu, ar Bagad a zo krouet evel ur c’hevredad distag diouzh ar skol sonerezh. Hogen, sikouret eo bet kalz memestra gant kêr Douarnenez. Jocelyne Poitevin, itron-maer d’ar mare-se, a raio kalz a-dra evit ar raktres, hag harpañ a raio kalz gant he volontez. Ar skipailh-kêr deuet war-lerc’h en deus kendalc’het gant ar mennozh sikour-se, ar pezh a lako ar bagad da zerc’hel e c’hoant da vezañ digor d’an holl. Ar Bagad Sonerien Is kozh a roio d’an hini nevez tout e relegoù teñzordi. Ar c’hevredadoù strolled e-kreiz Emglev a ginnigo er raktresoù o virvidigezh. D’ar mare-se, ar Bagad Douarnenez a zo hini an holl Douarneneziz.

Gellet en deus ar bagad ober kement-se a drugarez da zreistordinal barregezh Douarnenez d’en em bodañ. E nebeut amzer, adalek ar bloavezh gentañ, ar Bagad en d’o muioc’h eget daou-ugent emezel. Al lodenn vrasañ anezho o vezañ tud yaouank etre 8 ha 10 bloaz, o dizoleiñ sonerezh ar Bagad. Da c’houde, un nebeut sonerien barrek evel Jean-Pierre Hélias, Alain Cras ha René Gonideg a zeuio da sikour an nevezidi. E-touezh tout ar faktorioù o deus c’hoariet war perzhioù-mat primidigezh ar Bagad Douarnenez, unan na vez ket laret a-walc’h eo bet a-bouezh, eo ar sikour bet kaset war ar bagad yaouank, gant e amezeg arroutet war ar vicher, ar bagad Cap Caval. E penn kentañ ar raktres, ar gelennerien a oa Hervé Le Floch, Padrig Sicard ha Ronan Sicard. Buan-tre int bet heuliet gant Alexis Meunier, Damien Malardé, Carl Ansquer ha Gurvan Sicard. Ar-re se o tont holl eus ar Bagad Cap Caval, a zesko d’ar-re yaouank ur mod da welet an embreg eus ar binvioù a ziskouezh hiziv an araokadennoù trumm bet graet gant ar re yaouank.

Ret e vo gortoz 2001 evit e rafe ar Bagad Douarnenez e genstrivadeg gentañ, e Kemper, er pempvet rummad.

Goude un disoc’h enorus evit ar wech kentañ, ar Bagad Douarnenez a vo kampion Breizh ar pempvet rummad, e 2002.

E 2003, pign a ra e pevare rummad. Echuiñ a raio eilvet ar wech-mañ.

E 2004 eo kampion Breizh ar pevare rummad. Pign a ra neuze e trede rummad en ur bountañ un tamm reolennoù nevez BAS a lavare e oa ret da bep strollad chom en e rummad evit 3 bloaz.


.:[ Bagad Douarnenez ]:.